Nervii

Pobloù Gallia Belgica, er c'hentañ kantved kent JK

An Nervii, pe Nervied[1], a oa ur bobl eus Gallia Belgica, diazezet etre ar stêrioù Escaut ha Meuse.

Hervez ar Remi e oa an Nervii ar bobl bellañ en hanternoz e-touez pobloù Gallia Belgica[2]. Hervez an douaroniour Strabon e oa germanek o orin[3]. Ha kemend-all a voe skrivet gant Tacitus, en e levr Germania. Ar pezhioù metal adkavet en o c'hêr-benn Bagacum (Bavay hiziv) a seblant bezañ labourioù Galianed koulskoude[4].

  1. Meven Mordiern, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 253
  2. Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn II, 4
  3. Strabon, Geographica, 4.3
  4. Germaine Faider-Feytmans, Recueil des bronzes de Bavay, Paris, 1957.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search